Degemer mat war lec'hienn internet skol Diwan Gwitalmeze
Ar savadurioù
E Lamboal-Gwitalmeze, e 1977, eo bet savet ar c’hentañ skol Diwan. Dilojet he deus ar skol meur a wech a-raok en em gavout e Hanter-Hent, e savadurioù laosket dezhi gant an ti-kêr.
 
Diwan

Porzh ar skol

Luc’hskeudenn eus porzh ar skol
Setu al lec’h emgav evit ar vugale e-pad an ehanoù. Kavout a reer c’hoarioù evit ar re vihanañ tout, un dachenn vell-droad, un dachenn basket...
War-eeun e c’heller mont d’ar bratell, da glas ar CP-CE1 ha da glas ar skol-vamm.
 

Klas ar skol-vamm

Luc’hskeudenn eus klas ar re vihan
Klas skol-vamm.
 

Antre ar porzh ha klas ar skol-vamm

Uc’hskeudenn eus antre ar porzh ha klas ar skol-vamm
A-dreñv an nor goad e kaver ar skol-vamm. An nor-goad-se ne daol ket war ar straed. Teurel a ra war ur porzh all a gas da glas ar CM1 hag ar CM2.
 

Klas ar CM1 ha CM2

Luc’hskeudenn eus klas ar CM1 ha CM2.
Aozet e vez ar predoù er gantin kêr ha kaset d’ar skol gant ur c’harr a-ratozh evit pourveziñ a bladoù tomm.
 
Diwan

Al livadenn vras

Kentañ tra a weler evit degemer kerent ha gweladennerien eo ul livadenn stag ouzh moger vras a-hed parking ar skol, livet gant ar vugale.
 
Luc’skeudenn eus moger ar skol.
Moger ar skol
Luc’hskeudenn eus livadenn ar c’hlas CP-CE1
Livadenn ar c’hlas CP-CE1
 
Luc’hskeudenn eus livadenn ar c’hlas kelc’hiad 3
Livadenn ar c’hlas kelc’hiad 3
 
Luc’hskeudenn eus livadenn ar skol-vamm
Livadenn ar skol-vamm