Degemer mat war lec'hienn internet skol Diwan Gwitalmeze
Testeni kerent bugale
Luc’hskeudenn Sylvie, Loic, Tangi ha Tifenn

Sylvie, Loic, Tangi ha Tifenn


« Pinvividigezhioù sevenadurel a zo da zerc’hel. Met diaes eo en ober e-kerzh stajoù ha kentelioù noz. Aesoc’h eo evit ur bugel.Dispar eo deskiñ, dre soubidigezh, pa vezer er skol. E rann ar Re Grenn emañ Tangi. Kregiñ a ra da ganañ tammoù kanaouennoù ha da zibunañ rimadelloù bihan. Laouen eo e dad-kozh da gaozeal gantañ e brezhoneg, ha me ivez » (Loïc)
« Un tammig aon am boa da lakaat ma bugale e Diwan. Ne ouezan ket brezhoneg ha morse n’em eus bet c’hoant deskiñ anezhañ, met souezhet on gant araokadennoù Tangi ha fier on outañ, un tamm. » (Sylvie)
« Lakaat e vugale e Diwan a zo un tammig evel reiñ dezho ar gwrizioù n’hon eus ket bet ni. » (Loïc)
« An doare skol vihan a blij din, ivez. En em anavezout a reont holl. Sikour ha degemer ar re vihan a ra ar re vras. Un tamm spered familh a zo. » (Sylvie)
Diwan
Luc’hskeudenn eus Martine, Georges, Maela, Tangi ha Tristan

Martine, Georges, Maela, Tangi ha Tristan


« Bez’ eo ar brezhoneg unan eus hor pinvidigezhioù. » (Martine)
« Bremañ, pe morse, an hini eo e vo savetaet ar yezh. An deskiñ dre soubidigezh kinniget gant Diwan a seblant bezañ an hini efedusañ a-benn deskiñ mat.» (Georges)
« Setu un dra ouzhpenn a c’hellemp reiñ d’hor bugale. » (Martine)
« Ken aes eo d’ar vugale mestroniañ ar galleg hag ar brezhoneg. Hag heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad gant Diwan, evel m’eo dleet. » (Georges)
« Evidon, bezañ divyezhek a sikour evit deskiñ yezhoù all aesoc’h, goude. Ha pa c’heller eñvel ar memes tra e meur a vod disheñvel e tesker bezañ digor d’an disheñvelderioù. Digoroc’h ez eomp. » (Martine)
Diwan
Luc’hskeudenn eus Annie, Marc, Anna, Goulven ha Maewenn

Annie, Marc, Anna, Goulven ha Maewenn


« E-kichen hon ti emañ ar skol. Diouzhtu, ar wech kentañ, em eus santet ne oan ket rediet da vezañ stourmerez. Plijout a ra din Diwan evit ar spered digor a santan, dreist-holl. » (Annie)
« E Breizh emaomp, setu eo reizh deomp bezañ dedennet gant ar brezhoneg. » (Marc)
« Displijus eo bet resev ar c’hentañ kaier skol-vamm. En noz-se em eus divizet lakaat ma foan evit deskiñ brezhoneg. Diaes ! N’em eus ket ar chañs he deus Anna. Aes eo eviti, dre ma ne vez ket eus ar brezhoneg nemet e-pad ar c’hentelioù : ar c’hoarzhoù, an ehanoù, ar vuhez ! » (Annie)
« N’eo ket aes deskiñ pa ne vez nemet un eurvezh ar sizhun. Karout a rafemp sikour Anna met diaes eo deomp. Dre chañs ne gont ket ar skolaerez warnomp evit se. » (Marc)
« Plijus eo gwelet an dud kozh o’n em lakaat, d’o zro. » (Annie ha Marc)
Diwan
Luc’hskeudenn skolidi gozh

SKOLIDI GOZH


Ewen, Soaz, Tangi... ar « Gwitaux » hervez ma vez graet outo.


Tud yaouank a gaver en-dro, hiziv an deiz, e strolladoù sonerezh (Torr Penn, Deskomp, Kiltevenn), studierien e Brest, Roazhon pe bPariz pe war ul labour (kelenner, infirmiourez...). Un dra bennak a zo boutin dezho holl : an amzer vrav tremenet e skol Diwan Gwitalmeze.